Brezhonekaat ma urzhiataer (nozvezh staliañ)

Brezhoneg e Brest – 18 Straed Duguay-Trouin, 29200 Brest
brest\da\spot.bzh – 06 19 29 01 97

An Drouizigdrouizig\da\drouizig.org

War ar bembez e vez implijet ganeoc’h ur merdeer kenrouedad, ur posteler pe meziantoù un heuliad burevek… Ha soñjet ho peus ober ganto e brezhoneg?

Da vare Sizhunvezh Madoù boutin Brest e vo aozet un nozvezh staliañ e Brest evit mont pelloc’h ganti. Ho pediñ a ra An Drouizig ha Brezhoneg e Brest da lakaat hoc’h anv ha da zegas hoc’h urzhiataer evit staliañ meziantoù ennañ. Dalc’hit soñj eus an deiziad hag eus al lec’h: d’ar Gwener 20 a viz Here 2017 e “Ti ar Frank / an 214 e 214 Straed Jean Jaurès e Brest. Digor eo d’an holl [vrezhonegerien].

Ar pal eo:
• sikour ac’hanoc’h da staliañ meziantoù e brezhoneg (Ubuntu, LibreOffice, an difazier hag all) pe e galleg da gentañ tout evit ar re n’int ket boaz c’hoazh gant seurt meziantoù
• kinnig deoc’h ar meziantoù, c’hoarioù video, lec’hiennoù a zo bet savet/troet e brezhoneg
• ober anaoudegezh hag eskemm soñjoù etrezomp war dachenn an niverel e brezhoneg

Titouroù ouzhpenn a vo kaset deoc’h dre bostel da vare an distro-skol.

Brest en communsMaison du libre

Menegoù lezennel: Al logoioù, ar merkoù, ar merkoù marilhet hag an elfennoù grafek eo perc’henniezh o zalc’herien.
Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 (kemmet e 2004), diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc’h hag a zo bet dastumet. Evit gallout en ober skrivit da: Brezhoneg e Brest, 18 Straed Duguay-Trouin, 29200 Brest.