Dibenn-sizhun e Bro Bagan (01-02/07/2017)

Dindan an heol sklerijus hag e-barzh tipioù Plouneour-Traezh e oa aozet un dibenn-sizhun dre soubidigezh e brezhoneg gant Brezhoneg e Plouzane ha gant Brezhoneg e Brest, d’ar Sadorn 1añ ha d’ar Sul 2 a viz Gouere 2017.

D’ar 1añ ha d’an eil a viz Gouere e oa bet aozet un dibenn-sizhun e brezhoneg e Bro Bagan gant ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e Brest ha Brezhoneg e Plouzane. Krog eo da vezañ boaz an hini gentañ da aozañ seurt darvoudoù evit bodañ brezhonegerien tro-dro da zudioù a bep seurt : c’hoarioù, abadennoù kanañ, kaiak-mor,… Ur veaj a voe aozet e Kernev-Veur e miz Here ar bloaz tremenet. Ar wech-mañ e oa en em gavet ur pemzek bennak a dud e Plouneour-Traezh evit un droiad marc’h-houarn en trowardroioù : Brignogan, Meneham e Kerlouan,… heñchet gant Maryvonne Berthou hag André Ollivier. Displegadennoù diwar-benn glad ar vro. Diouzh noz e oa bet lakaet an emgav e Gwiseni evit Fest Bro Bagan. Hag an deiz war-lerc’h e oa bet graet karr-dre-lien e Plouneour-Traezh, gant un nebeud a avel siwazh.

An holl draoù-se evit ur priz dereat (50 €), gant bod ha boued e-barzh. Un digarez eo evit kejañ ouzh tud nevez, adwelet mignoned, ober traoù a bep seurt gant ar brezhoneg evel yezh an darempredoù. Naturel eo ha disoñjet e vez ken buan all. Setu palioù ar c’hevredigezhioù Brezhoneg e… a vez gwelet un tammig e pep lec’h e Breizh bremañ, aozañ darvoudoù a-zoare gant ar brezhoneg e kreiz. Un doare ivez da sevel ur rouedad brezhonegerien a c’hell bezañ talvoudus evit pep hini.

Pennad skrivet gant Maxime Touze evit ar gazetenn Pobl Vreizh – Le Peuple Breton

Brezhoneg e Brest – 18 Straed Duguay-Trouin, 29200 Brest
brest\da\spot.bzh – 06 19 29 01 97

Brezhoneg e Plouzane – Straed Anatol ar Braz, 29280 Plouzane
brezhonegeplouzane\da\gmail.com – 06 98 22 52 13

Leave a Reply

Your email address will not be published.